by admin_edubreizh on
décembre 1, 2017

Prezegenn Eva Guillorel

D’ar Meurzh 12 a viz Kerzu e Plouneour-Traezh

da 6 e 30 noz. Sal ar sportoù

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Dont a raio Eva Guillorel da zisplegañ petra eo  Barzaz Bro-Leon.

Un digarez vo ivez da enoriñ labour dispar Marie Basilius L’her war memes tro.

Kaset eo bet ganti an danvez fonnusañ : 69 kanaouenn, da lavaret eo : 272 bajenn skrivet brav-kenañ war 8 kaier skol !

Gant Goulc’han Kervella hag Yvon Abiven vo lakaet ar gaoz war kanaouennoù hengounel ar vro.

Hag echuet e vo an abadenn gant kanaouennoù tennet eus ar BBL, kanet gant 2 baotr yaouank

Tristan Jezekel, kaner a vicher ha Paul Salaun, paotr ar festoù-noz. Un liamm kaer etre daou gantved…

Digor d’an holl ha digoust.