by admin_edubreizh on
juin 2, 2017

Dek Morian Bihan

Levr mil anavezet Agatha Christie lakaet e brezhoneg.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar romant polis gwerzhet ar muiañ er bed : ouzhpenn 100 milion a skouerennoù !

Dek… Dek den e-barzh ur maner digenvez war un enez a-vaez da aod an Devon bodet gant un den kevrinus anvet “U. N. Owen”.

Nav… E-pad koan e vez tamallet ouzh pep hini anezho, gant ur gemennadenn enrollet, kuzhat ur sekred kablus. Hag a-raok fin an noz e varv unan eus ar gouvidi.

Eizh… Troc’het diouzh ar bed gant ur barrad gwallamzer, hag hentet gant ur rimadell bugale savet evel ur gont a-c’hin… e krogont da vervel, unan hag unan.

Seizh… Piv en o zouez eo ar muntrer, ha daoust hag unan anezho a chomo bev ?

Embannet gant Keit Vimp Bev.

Evit e brenañ